Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

maliz ouz ar zant a gavaz anean enon, hag a oa o vont da rein d’ean tol ar maro, bantet a oa he bal gant-han evit skein, med ar zant a difunaz o klevet leio-douet an den-ze hag a bareaz an tol, med merk ar bal a zo chomet barz ar min aboue. An den-ze a nevoa bleo du arog-ze, med adaleg neuze a deujont da vean ru-tan, ha re he vugale memez tra.

Deuz Louanek ar zant a deue aliez da Gervarzin, rag Louanek na man nemet peder lew ahane ; delc’hen a rer jonj c’hoaz deuz an hent a rae ; a amzer da amzer a chome war he daoulin da bidi n’eur c’hroaz-hent benag vel Kroaz-ar-Skijo, pe war eur min benag lec’h a achue he vreurial pe a lenne ar Skritur-Zakr, pe c’hoaz a rae he beden a galon da c’hortoz gwelet hag hen deuje unan benag da c’houlen kovesat.

Eun otro deuz a Gintin, Javre Botherel, a iez d’an amzer-ze d’an douar zantel, hag a digasaz gant-han gouriz ar Werc’hez a oa bet roet d’ean gant Patriarch Jeruzalem ; meur a virakl a oa bet gret dre ar gouriz-ze, hag a oe zavet eun iliz neve en Kintin vit hen lakat. Person Louanek a glevaz-ze, hag a iez di gant kals a belerined all vit enori an tenzor-ze hag an iliz, rag eur gouel braz a oa bet enon pa oa biniget an iliz neve-ze. Digoueout a rez d’he tremen dre barouz Kohiniak, hag a gavjont bugale ar bourg-ze o vont da gerc’hat dour n’eur lec’h diez ha danjuruz. — « Ben arc’hoaz, eme Zant Ervoan, ar fantan-ze na vo ken aze. » — Den na grede a vije et ar fantan ahane ben an de warlec’h, ha kouskoude diouz ar beure a gavjont anei kals hueloc’h, lec’h ma oa ezet kad dour diont-hi.