Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

c’hoaz eun torfet. Dont a rez a-ben he berson d’ober d’ean distrein diwar an hent fall a heuille, mont a rez an den-ze da Rom war droad vit pidi war be an Ebestel, hag enpad he veaj na rez nemet gouelan he bec’hejo hag ober pinijen. Pa distroaz d’he barouz a roaz kals aluzeno d’ar bevien, ha bemde beure-mat a lare ar breurial pe ofis ar Werc’hez, evit-han da vean dimet.

Eun all c’hoaz, eur c’hloarek, Auffret a Runmin, a rene eur vue re skanv ha na oa ket diouz he stad ; zentin reaz ouz he berson, ober reaz pinijen, mont a reaz en pelerinaj beteg Rom war he droad ; ha goude ma oe distro d’ar ger, a oe beleget dre ali he berson. Goude-ze a neuz dalc’hmad renet eur vue zantel, hag enpad ar c’hoaraiz a iune gant bara ha dour.

War an hent a ia deuz Louanek da Gervaria-Sulard a zo eur chapel vian hag a zo bet zavet lec’h ma nevoa gret Zant Ervoan eur mirakl, al lec’h-ze a zo hanvet Keralan. Eun devez o retorn deuz Landreger a dremenaz dre enon, hag a gavaz an tad hag ar vam glac’haret braz ; ho bugel a oa bet kouett er stank hag a oa beuet. Ar zant a gemeraz ar bugel war he divrec’h hag a rentaz anean bew mat d’he dud.

Kichen kastel Barac’h, damdost da hent Lannuon a zo eur min braz ledan hag a weler enhan c’hoaz roud ar bal. Herve lerer, Zant Ervoan a oa o tont d’ar ger eun noz benag, ha dre ma oa skouiz a chomaz da gousket war ar min-ze ; aliez ben-neuze a nevoa tremened he nozvez enon, rag ar min a oa hanvet ben-neuze gwele Dom Ervoan. Eun den diwardro hag a nevoa