Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

a guiteaz Tredrez vit mont da berson da Louanek. Louanek a oa d’an amzer-ze eur barouz ien ouz Doue, ha tud a oa enon hag a oa diez dont a-ben diont-he, kouskoude oe digemeret mad ar person neve gant-he. Gout a ouie ar zant gant piou a nevoa d’ober, ha lakat a rez he oll nerz hag he oll garante da gelen an dud-se vit distrein anhe diwar an hent fall. Ben neubet amzer goude, a oa kresket mat ar fe ha karante Doue en parouz Louanek, chetu aze petra eo kad eur person zantel, gant he gomjo mad, he skouer vad hag he bedenno a nevoa goneed anhe da Zoue. Bean oa enon tud a skouer fall, uzuillerien anveet gant an oll vit bean laer, hag a restituaz ar mado laeret gant-he, hag a reaz pinijen vit rapari ho bue fall. Dre ali ho ferson a iuneint diwar bara ha dour, a roeint an aluzen d’ar bevien, hag a reint kals a dreo poaniuz.

En mesk an dud fall-ze a distroaz ouz Doue a oa Javre Krabanek, eun den al lousan hag anveet gant an oll vit pez a oa. Dom Ervoan a damalle d’ean aliez he wall-vue, hag hen alie da guitat ar vue a dizurz-ze ha da jerviji erfad an Otro Doue. Eun devez Javre a ro he hir d’he berson : « ret eo d’in, eme-han, kuitat ma gwal-vue hag ober rin, hen touet a ran d’ac’h. » Dont a reaz an den-ze en gwirione da vean adaleg neuze eur c’hristen mad, bevan reaz c’hoaz pell goude.

Bean oa c’hoaz en Louanek eun denjentil pinvik, he hano Derien Kerjelvestr, hag a oa anveet vit bean eun den ar fallan en kenver ar groage hag ar merc’hed, ouspen-ze a damallet d’ean