peur-rest. » Nag a vije bet mil ouspen, da laraz an test a gonte-ze, a vije padet ar bara beteg ken a nije bet pep hini he dam.
Eun devez a laraz ar person zantel da Javre Riou, he gure, ha d’eur beleg all hanvet Herve Jakob, mont da gerc’hat d’ean eun tam ed diouz an arc’h a oa en ti Thomaz Guillou a oa o chom en bourg Tredrez kichen an iliz. Mont a rejont, med kad a rejont an arc’h digrogennet ha kazi goullou ; hag hi da retorn da laret d’ar person penoz a oa kont. — « Na vet ket nec’het, emehan, traoalc’h a vo bepred, da c’hraz Doue, med ret eo d’in mont da welet hag hen eo gwir ze. » — Mont a rez gant-he raktal, ha ben neuze oa leun an arc’h a ed. Na oa kap den da vean gret kement all n’eur ober ken neubet amzer, Doue hepken a helle bean gret ar burzud-ze. — An tol-ze a zo dalc’het beteg breman jonj diont-han ; kridi rer penoz ec’h eo abalamour da ze a digas ar belerined eun dornad pe eur vozad ed gant-he da rein d’ar zant de ar pardon.
Enpad eiz vla ec’h eo bet Zant Ervoan person en Tredrez, hag a hellomp kridi penoz a neuz gret kals a vad er barouz-ze. Dre urz he Eskob