doman, na peardra da gad, nemet rein a rafec’h d’imp. » — « Me na meuz ket a goat da rein d’ac’h, eme ar zant, med, et d’ar park ma park ha troc’het baelan da gas ganac’h, med na gasset ganac’h nemet pez a peuz eom, vit ma vo kad pez a vano da rein d’ar re a deuio c’hoaz da glask. »
Eur blavez a oa ker an treo da gouls an est, Dom Ervoan o welet na nevoa ken netra d’ober arc’hant, a jonjaz gwerzan eul loen-kezek a nevoa vit labourat he douar ; mont a rez da Landreger da gad Riwalan Trakin, he vreur kaer, hag a laraz d’ean prenan he loen-kezek diganthan ; med Riwalan en em lakaz da grozal d’ar zant : « C’houi, eme-han, zo eur zot ahanoc’h hag a peuz c’hoant da werzan ho marc’h vit rei treo d’ar bevien. » Dom Ervoan na reaz van ebet deuz ar c’homjo-ze, kement a reaz war he vreur kaer ken a brenaz he loen. Gret a oe ar briz raktal, ha touchet an arc’hant, ha neuze ar zant a laraz d’he c’hoar mont da brenan bara d’ean da rein d’ar bevien, rag ar re-man vije ordinal war he lerc’h.
Enpad ar gernez c’hoaz, a gever d’ar zun wen, a deuaz tremen daou-c’hant paour da di Zant Ervoan da grial gant an naon, ha na oa en ti nemet seiz pe eiz kwennegad vara, rag ker a oa ; ar zant a dalc’haz da droc’han deuz ar bara-ze ken a nevoa bet pep hini he dam, hag oll ho devoa bet peb a dam.
Eur wej all en Kervarzin a roaz an aluzen da bevar baour war-n’ugent gant eun tam bian a vara, talvoudegez daou diner marteze : « Rein a rin, eme ar zant, keit a pado, ha Doue rei ar