Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —


He oll leuve a roe d’ar bevien ; bean nevoa ar zant endro da hanter-kant skoet leuve, ha ze rafe hirie pemp mil livr leuve ; evel person a nevoa c’hoaz eun dra benag, med na vane netra gant-han, d’ar bevien a roe anhe. Ar re na dije ket a goat d’ober tan a ie da gerc’hat d’he barko ; al lugumaj a vije enhe a vije oll d’ar bevien ; an ed, goude vijeint dornet na vije ket kals eom da gas anhe d’an arc’h, diwar al leur a vije roet kals anhe. D’an amzer-ze a vije kernez aliez er vro, hag eur bla benag a oa ken paour an oll, ken a oa poan o kad bara, dibri rae an dud beteg douar vit torri ho naon. — War-dro gouel zantez Mari Madelen a deuaz eun toullad mat a bevien da glask eun dra benag da Gervarzin vel ma devoa ar gustumanz da dont, hag eun devez Zant Ervoan na vane netra gant-han, hag a laraz d’he : « Na meuz-ket aman breman netra da rein d’ac’h, med et aze d’al liorz ha zellet hag hen eo mad da dibri ar fao a zo en-hi, mar int mad, ha mar blijont d’ac’h, kemeret diont-he pez a garfet, ha digaset anhe aman ganac’h da boac’hat ; ar re zo o chom en kichen a gasso pez ho deuz eom gant-he d’ar ger. » An de warlerc’h pevien Landreger a deuaz ive da gerc’hat fao, ha kals a re-all deuz ar bilajeno wardro ; kement a deuaz da gerc’hat, ken, ben tri pe bevar de goude, na vane ken a fao.

Eur blavez all a deuaz eur gouan braz endro da Ouel an Nedelek hag a badaz beteg ar c’hoaraiz, hag a oa bet amzer da gad mizer ; dont a rae ar bevien da gad Dom Ervoan, ha ken ien a oa ken a greneint gant ar riou : « Paourante memp, em-he, ha na memp netra d’ober tan da