zantel kousket war ar min a oa bet gwejal gwele ar zant-se. E man bepred enon ar min-ze a hanver Ti zant Eleo. Ahane greder a iez Dom Ervoan beteg Naonet da welet be zant Klair, hag a distroaz d’ar ger dre Wened, Gwengamp, ha Louargat ; herve lavar tud ar barouz-ze, Zant Ervoan a laraz enon an oferen en chapel ar C’hleuziou a zo breman en parouz Zant-Eler.
D’an amzer-ze ar person zantel a chome hir-amzer da bidi arog laret an oferen, daoulinet d’an douar, he ben-kap war he ben, ha pa zave ahane a vije an daero o ruillal gant he diou jod ; skuill a rae daero c’hoaz enpad an oferen, dreist oll enpad ar goureo.
O welet eun devosion ken braz, an dud a vije n’he oferen n’elleint ket hars da bidi ive a greiz kalon. Goude he oferen a rae he beden vit trugarekat an Otro Doue, hag enpad an de kement a rae a vije vit-ze. Eur voest arhant a vije dalc’hmad ganthan en he gerc’hen vit kas an Otro Doue d’an dud klanv, evelse vije dalc’hmad en kichen he Doue ; mont a rae gant an hent n’eur bidi, he ben-kap war he ben, he daoulagad ganthan war draou.
Vad a rae da Dredeziz n’em gad gant ho ferson, ha chom a rae ganthe da gozeal pa gave anhe war an hencho pe er parko, hag aliez a gomze d’he deuz an Otro Doue ha deuz zilvidigez ho ine ; kement a blijadur ho dije o klevet anean, ken na skouizeint ket o chilaou. Ha neuze ar zant a vije gant-han komjo ken dous, ken mad, ken karantezuz ken en em zante douget an oll d’hen karet.