neve. Henez a oa danve dister aoalc’h, pe n’eo gwir na gouste nemet eun hanter real ar walen. Na chome ket pell an dillad neve-ze gant-han, rein a rae anhe d’ar bevien ezomek a gave war he hent.
Eun devez all a oa deut he gemener da gas d’ean c’hoaz dillad neve da Gervarzin, hag a oa enon eur paour ha na oa warn-han nemet eun toullad druillo. — « Zell, eme Dom Ervoan, zell hag hen vo mad an dillad-ze d’id, lak anhe warnout da welet hag hi zo gret mad. » Ar paour na grede ket kemer an dillad med ar zant a reaz d’ean gwiskan ar zoutanen hir-ze, ha neuze laraz d’ean : « Kemer ar pen-kap ive, ha mir an dillad-ze, sell te breman gwisket mad, ke breman da c’honid da vara, ha Doue d’as pinigo. »
Pe na nije ken arhant, a werze dillad da brenan bara d’ar bevien, evit-he, ha nan evit-han, a oa ar mado nevoa bet digant Doue, med gallout a ret kridi penoz an Otro Doue a roe d’ean kals a c’hraso abalamour d’he aluzeno ; eun devez zoken, herve greder, a deuaz hon Zalver he-unan da c’houlen an aluzen da Gervarzin, ha chetu aman penoz. — Eun devez, eme Ervoan Suet, a oan et d’am mern da Gervarzin, hag a weliz Dom Ervoan arog mern o rein eur forniad vara a bez d’ar bevien. Pa oamp o vont ouz tol a deuaz c’hoaz eur paour al lousan, goloet a druillo, eun heuz he welet ; ar zant a lakaz anean en he gichen ouz tol hag a roaz d’ean he skullad. Ar paour na debraz ket kals tra, hag a iez ermez prest goude ; pa oa war an treujo a distroaz endro n’eur laret : — « Kenavo ha benoz Doue d’ac’h ; ha kenkent ar paour-ze,