Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

ken vil arog-ze, a deuaz da vean ken kaer ha ken lugernuz ken a sklerie an ti gant-han. » Dom Ervoan en em dolaz war he daoulin n’eur ouelan : « Ah, eme-han, gwelet mad a ran penoz a neuz kasset an Otro Doue eun El d’am gwelet. » Ouspen eun El a oa, Jezuz he unan a oa. Chom a reaz, eun neubet deio hep kridi tostat ouz an dol, rag, eme-han, zantifiet eo bet gant hon Zalver.

Kement gwej a dremenan dirag porz Kervarzin a deu da jonj d’in penoz kals a bevien a neuz bet enon digant Zant Ervoan aluzen ar c’horf ha hini an ine, eun tarn bara hag eur gomz vad ; enon meur a wej ec’h eo bet kresket ar bara dre virakl, ha bepred de ar pardon, neuz forz pegement a bevien a deu da c’houlen an aluzen, a ve kad eun tam evit pep hini.


————


SEIZVET PENNAD


Zant Ervoan person Tredrez.


Tredrez a zo eur barouz an de a hirie a eunnek pe daouzek kant den ; bean zo enon eur vrao a vourg war an huel, ust da Lomikel-an-Trez. Ahane weler chapel zant Eflam en Plistin, bro Leon, bourg Plounerin hag ar mor braz.

Dom Ervoan a oa bet hanvet da berson er