Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

vel na devoa ti bet, a laraz d’he ober ho chomaj en he di. Neuze gomzaz d’he deuz an Otro Doue, hag a deuaz a-ben d’ober dionthe kristenien vad. Intanvez Riwallon-ze, he hano Katovad, a oa gant he fevar-ugent vla pa deuaz an Iskibien da Landreger d’interroji an testo rog ma oa kanonizet Zant Ervoan. Ar famil-ze a diskoueaz dalc’hmad kals anoudegez-vad d’ar zant, ar verc’h henan, hanvet Amis, a chomaz da vatez en Kervarzin, hi eo a iez da rein da c’hout d’Eskob Landreger pa chomaz Dom Ervoan eur zunvez en he gamb hep disken, gant aon na vije marvet enon gant an naon, breur-kaer ar zant a deuaz, a dorraz prenestr ar gamb, hag a gavaz anean o pidi war he daoulin, hag hen iac’h mat ; eun El, eme Amis, a glee bean bet o vevan anean en keit-se.

Dom Ervoan a oa eun de o tistrein deuz ar Roc’h, de ar marc’had a oa ze, eur gwener vel ma ve bepred, hag a gavaz eur paour war he hent, he-man oa eur paour ar paouran, kazi en noaz. Ervoan a nevoa prenet eur vichen vara n’eur gwitat ar Roc’h hag a roaz anei d’ar paour : « Dal, eme-han, sell aze eun tam bara, ha Doue d’as pinigo. » — « Petra, eme ar paour, a rin me gant ar bara-ze, pe n’eo gwir ec’h on hanter varo gant ar riou ; an derjen a zo ganin, hag ec’h on goal glanv, ha c’hoaz na meuz ket eun tam dillad. » — Ervoan na nevoa ket kals ive, med pez a oa warnean a roaz d’ar paour-ze vit he c’holo ha toman d’ean eun tam, ha n’eur arriout er ger a rez mont da laret da Riwal ar Floc’h deuz ar Roc’h, he gemener, prenan ter goalen mezer fetiz Leon vit ober d’ean dillad