Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

da dremen an noz war ar min a oa ar paour an noz diagent, ha ze enpad eun nozvez gouan.

Aliez a digouee d’ar zant reseo dre virakl digant Doue an dillad hag an treo-all a nije roet, na lare ket kals dra da den deuz-ze ; med dre enon nevoa muoc’h a fianz en madelez an Otro Doue, hag a dalc’he da rein keit a nije. Ouspen pevien a dene da c’houlen an aluzen diganthan ; ar venec’h paour a blije d’he dont ive da Gervarzin, rag enon vijeint digemeret mad, roet a vije d’he eur pred mad, ha keit a vijeint o tibri ar pred-ze, Dom Ervoan a debre eun tam bara groz gant eun neubet piz pe fao poahet gant dour ha c’holen, ha c’hoaz aliez na vije ket a c’holen.

O welet nag a bevien a deue bep bla da glask an aluzen ha da lojan da Gervarzin a halfe an den jonjal penoz a oa neuze, dre bermission an Otro Doue, muoc’h a bevien vit en amzerio all, ha ze vit kas a-bell brud-vad Zant Ervoan. Herve Fichet a lar penoz eun nozvez ma oa o lojan en Kervarzin, a oa enon naontek paour da goanian ha da lojan ; an de warlec’h, ar bevien a iez beure mat da glevet oferen ar zant da chapel Kervarzin, ha goude a roaz d’he bep a dam bleud arog mont kuit, rag na oa ken a vara en ti.

Eun devez a oe gwelet oc’h arriout en Kervarzin eur zoner-biel gwenedour, he hano Riwallon, he wreg hag he vugale ganthan, ha ken paour a oaint, ken a oaint, vit laret, en noaz. Dom Ervoan o welet eur baourante ken braz, a gemeraz true outhe, rein a rez d’he dillad da wiskan, eun tam boed da dibri, ha