Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

d’ean, ken a gemeraz ar gustumanz da dougen dalc’hmad warnean al levr biniget-se, hag aliez hen lake dindan he ben pa ie da gousket. Studian rae c’hoaz al leverio a gomz diouz Doue, diouz an Ele, diouz hon Zalver Jezuz-Krist, diouz ar zakramancho, hag al leverio all a gomz diouz finveo diwean an den : ar maro, ar varn, an ifern hag ar baradoz, hanvet Pevaret Levr avijo Per Lombard. Ar pez a nevoa lennet war ar finveo diwean-ze a reaz d’ean kad muoc’h aon rag barnedigez an Otro Doue, hag a reaz d’ean kriski c’hoaz he binijen. Hen he-unan a lare-ze en he glenvet diwean d’eur manac’h deuz a Wengamp hanvet Gion Morel. « Pa oan, emean, o len al leverio-ze, gant kals a boan, ha vit zentin hepken ouz ma mestro, eo a meuz disket, gant ar gwirioneo kaer a welen enon, disprizout a grenn treo ar bed-man ha karet treo ar bed-all : Enpad eis vla a zo bet kann en-hon entre ar c’horf hag an ine, an navet blavez a neuz trec’het an ine war ar c’horf, ha neuze eo a meuz kemeret eur gwiskamant a binijen, vit ober d’an dud-all, dre ma skouer, karet ar binijen, hag evit digas dalc’hmad da jonj d’in ma unan penoz na non nemet eur paour kez pec’her. » An dekvet blavez en em wiskaz paouroc’h c’hoaz, vit gallout rein muoc’h aluzeno.

D’an amzer ma oa Zant Ervoan en Raon a oa ive enon daou den iaouank deuz bro Treger oc’h ober ho studi. Unan anhe, Olier ar Floc’h, a zo bet goude-ze kure en Landreger hed he vue ; hag egile, Derien Guyomar, a iez da vanac’h en Urz zant Dominik en Gwengamp.