Keit a oaint en Raon a roe Dom Ervoan d’he daou diner bep tri de vit paean ho skol ; ha d’ar gouelio braz, d’an Nedelek, da Bask, d’ar Pentekost ha da ouel an Oll-Zent, pe na vije ket an Arc’hdiakr er ger, vel ma lar Olier ar Floc’h, a bede anhe ho daou da vernian ganthan. Gret a vije eur pred braz, vel a man ar c’hiz an deio-ze, ha pa vije kouls-mern ha kasset ar meuzio war an dol, Ervoan a rae laket anhe n’eur baner vraz, ha neuze gasse Olier ar Floc’h da glask he dud, hag he dud a oa ar bevien ; vel ma hellet kridi, oll a diredeint joauz braz. Digoret a vije ledan an orejo, hag ar zant a roe d’he oll da dibri ha d’evan ; ha goude a ie ouz tol gant he daou skolaer, hag a vije roet d’he kouls ha d’an domistiket ho lod deuz ar pred mad-ze. Ervoan na gemere evithan he-unan nemet eun tam bara groz, eun neubet lugumaj hag eur banac’h dour deuz fantan Gormay. Awejo ive a vire unan anhe da dremen an noz ganthan, hag a lake anean da gousket en eur guele mad ha kaer a oa en he gamb, hag hen a c’hourvee war an douar mesk he leverio, hep diwiskan he dillad, na leme nemet he voto.
N’ouzer ket ped vla a dremenaz Ervoan en Raon, kridi rer a resevaz enon an Urjo zakr ; hag he govezour, eur manac’h a urz zant Fransez, hen alie da reseo c’hoaz ar Velegiaj ; med vel ma nevoa achu he studi war lezen Doue hag ar Skritur-Zakr, n’eur ober kouskoude erfad he dever en ti an Arc’hdiakr, a jonjaz retorn da Landreger. He eskob, a oa neuze Alan ar Bruk a nevoa ive c’hoant pelzo