Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

vije beleget a halje ober c’hoaz muoc’h a vad. Arc’hdiakr Raon, hanvet Moris a nevoa pedet anean meur a wej da dont da chom ganthan da Raon, hag eun de benag Ervoan hag o senti ont-han hag o vont di, en jonj da achui enon he studi war lezen Doue hag ar Skritur-Zakr en kouent menec’h zant Fransez. Moris a anvee skient vraz ar zant hag he diskamant ; ouspen eur wej a helle bean gwelet anean en Raon gant ar prosejo a difenne, hag a nevoa c’hoantaet kad anean da sekretour. Raoniz a vije aliez en prosez, ha mar nije eun den gwiek evelse en he gichen na nije ket kement a labour d’ober, hag a oa evuruz braz da vean kad eur sekretour evelse. Gout a ouie a hent-all penoz Ervoan a oa eun den fur ha zantel ha disket kaer, hag ouspen penoz a oa eun den a binijen.

Pa digouee d’an arc’hdiakr kad en Raon unan benag deuz bro Treguer a gasse anhe gant-han da welet kamb Ervoan. — « Zellet aze, eme-han, zellet pegen kalet eo ar gwele-ze, ha pegen paour, henez eo gwele Ervoan a Gervarzin, an den ar muian gwiek a gaver en Raon ; kouskoude halje, mar nije c’hoant, kad eur gamb kaeroc’h hag eur gwele welloc’h vit henez. » He wele, herve lavar an Otro a Roc’h-Huon, a oa gret gant tamo skolpat, goloet gant eun tam plouz, ha war ben eur c’hoz druillen lien kanab.

En he amzer gollet Ervoan a vije dalc’hmad o studian ar Skritur-Zakr ha lezenno an Iliz ; ar venec’h a oa en kouent Zant-Fransez a rae skol war ar skiencho-ze ; enon eo a peurachuaz ar zant he studi. Ar Skritur-Zakr a blije kement