Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

deuaz an den iaouank da c’hout se, a iez da ganan pouill d’ar person, med Zant Ervoan na reaz van ebet nemet c’hoarzin o klevet he gomjo ; mont a rez da gad tud al lezen hag a bedez anhe da difen kaoz an intanvez vit mann, hag a rejont.

Eur wej all a oa eun intanvez deuz Landreger, he hano Alis Hamon, en prosez gant eur Prijent diouz Pleuzal ; gelvet a oe Ervoan da difen an intanvez. Prijent drouk enhan o klevet komjo ar zant, en em lakaz da bouillal anean goassan m’alle. — « Kouls a vije did zerri da c’heno, eme Ervoan gant kals a dousder, komjo evelse na wassaoint ahanon tam ebet, ha na wellaoint ket ken neubet ahanout. »

Kals a brosejo evelse a neuz goneet Zant Ervoan, n’eo ket hepken pe na oa nemet avokat, med c’hoaz goude ma oe beleget, pa oa person, a ie vit mann da difen kaoz ar bevien dirag an tribunalio.


————
PEMPET PENNAD


Zant Ervoan Sekretour arc’hdiakr Raon.


He oll amzer hag he labour a ie gant ar procejo-ze, ha na gave ket a nevoa amzer aoalc’h da studian vit reseo an Urjo zakr, rag en jonj a oa da vean beleg, mar oa gelvet da ze gant Doue, vel ma jonje a oa, gout a ouie penoz pa