vont gant he fried, med ho-man, droug en-hi, a gassaz ar prosez da dribunal Tours. Ervoan a iez ive di vit difen an den iaouank, hag ar barner a reaz d’ean azei en he gichen. Hadklevet a oe neuze an diou gosteen, hag o vean na oa netra da laret skler aoalc’h a oa gwir-dimi entre-he, a c’houlaz ar barner digant Ervoan piou a nevoa aliet anean da varn an dud-se da vean dimet ; chetu, vel ma welet, ar barner nehet braz, na ouie penoz rei ar setanz. « Ar plac’h-se, eme Ervoan, a neuz anzavet ouzin ec’h eo dimet. » — Ar barner a c’houlaz c’hoaz digant-hi hag hen oa dimet ; hag a laraz d’ean na oa ket. Neuze Ervoan a c’houlaz ive digant-hi memez tra, hag a anzavaz ar plac’h, d’an oll da glevet, penoz a oa hi groek an den a oa gant-hi. — « Ha d’in a larec’h, eme ar barner, na poa biskoaz kemeret an den-ze da bried. » — « Na meuz ket ive, eme-hi. » — Zant Ervoan a c’houlaz diant-hi c’hoaz eun eil gwej : — « Ma flac’h, n’ec’h euz ket anzavet ouzin penoz ho peuz kemeret an den-ze da bried ? » — « Ia, eme-hi, ma fried eo, ha me he wrek, ha keit a vo bew, na mo pried-all ebet nemet-han. » Neuze barner Tours a laraz da Ervoan mont en he blas, ha rein ar setanz ; mont a rez, ha raktal a lakaz anhe da vont en peuc’h d’ar ger.
D’an amzer ma oa person en Louanek a arriaz ganthan eun dro evelse c’hoaz. Eur potr iaouank a nevoa roet he hir da dimi d’eun intanvez deuz Louanek, ha chetu goude en em dizlaraz. Dont a rez an intanvez da gad Ervoan, da laret d’ean zikour anei, en han ’Doue ; pa