evelse dre zikour Zant Ervoan a chomaz he liorz gant-hi.
Vel ma welet, an avocat iaouank a difenne erfad ar procejo a vije laket entre he daouarn, hag aliez-aliez a deue ar bevien da glask anean d’ho difen. — Bean oa eur paour en bro Treger he hano Konstritin, hag a oa bet gret eun droug benag d’ean gant eur bourc’hiz deuz Landreger ; he-man a anzave aoalc’h an droug a nevoa gret, med na c’houle ket rapari. Ervoan a iez gant-han dirag ar barner hag a c’honeaz ar prosez. — Mab ar bourc’hiz-ze, hanvet Ervoan Katoik, eo a neuz bet diskleriet ze goude maro Zant Ervoan.
Eur paour all deuz a Bleuveur-Goter a nevoa eur prosez gant Olier Arel deuz Lezardrenv ; ar paour a oa ar wirione gant han, med a oa diez he gwelet ; Arel a jonje gonid he brosez dre ma oa pinvik, med Ervoan a reaz d’ean gwelet a oa ar gaou ganthan, ha goude bean bet dirag ar barner hep kad nep setanz, a lakaz anhe da vont en peuc’h d’ar ger ; hag aboue neuze an dud-se a nevoa kals istim hag anoudegez-vad evit ar zant.
Eun dra iskiz hag a zo bet komzet kals diouthan a zo bet tremenet c’hoaz d’an amzer-ze. Eun den iaouank diouz Louanek a oa dimet d’eur plac’h iaouank deuz he barouz. Ho-man na c’houle ket heuil he fried, hag a iez da gad ar barner vit ober disklerian na oa ket dimet. Gelvet a oe Ervoan da difen an den iaouankse. Ar plac’h, pa vije dirag Ervoan, a anzave oa dimet d’an den-ze, ha na c’houle pried-all ebet nemet-han. Barnet a oe eta ar plac’h da