gant Tad Abad ar Relek (ar Relek a oa en eskopti Leon). Na nevoa ket an den paour-ze a beardra vit mont en prosez evelse, hag a oa o vont da goll he oll dreo. Eun de benag a glevaz komz deuz Ervoan a Gervarzin a oa brudet vit bean eun avokat mad. Mont a rez da gad Ervoan hag hen pedaz, en han ’Doue, da zikour anean. — « Ia, eme Ervoan, me zikouro anoc’h mar man ar wirione a du ganac’h. » — « Kridi ran, eme an den-ze, penoz a man ar wirione ganen, hag hen touet a rafen mar be ret. » — Ervoan a rez d’ean touet (dalc’hmad a rae ze, rag na nije ket goulet difen ar gaou) ; ha goude-ze a dalc’haz da difen kaoz an den-ze, war he fraiz, deuz an eil tribunal d’egile, ken a nevoa goneet he brosez.
D’an amzer-ze a oa kals a dud hag a vije debret ho danve gant an uzuillerien, hag ar re gemere arhant en prest digant ar re-ze, a nije aliez lec’h da gad keün. — Eun intanvez diouz a Beurit-ar-Roc’h, he hano Levenez, a nevoa amprestet arhant evelse digant eun uzuiller anveet mad, hanvet Riwal Hardel. He-man c’hoanteaz kemer, vit an arhant-se, liorz an intanvez. Ho-man, o vean n’alle ket paean raktal, a c’houle ma vije gortozet eur pennad gant-hi, rag a hent-all an arhant na dale ket al liorz. Dont a rez an intanvez-ze da gad Ervoan, hag a laraz d’ean, en han ’Doue, difen anei. « Ia, emehan, me difenno anoc’h, mar man ar wirione ganac’h. » Ar prosez a badaz pell, rak Riwal Hardel a nevoa arhant da vont deuz an eil tribunal d’egile ; Ervoan a iez ganthan beteg ar pen pellan, hag a c’honeaz prosez an intanvez ; hag