Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/27

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

ha tapet, ha tolet er prizon, hag eun neubet deio goude a oaint barnet ho daou da vean krouget. — Gwelet a rer hirie c’hoaz en Tours, entre an iliz vraz hag an eskopti, an ti lec’h a oa tremened ar varnedigez-ze. Gant brud ar prosez-ze, brud vad an avokad iaouank a iez dre-oll, ha dre-oll a oa zellet adaleg neuze evel eun den gwiek ha fur.

Ervoan a nevoa ben neuze kazi achu he studi, hag a jonje dont hep dale d’ar ger, rak pevar bla-so a oa o studian en Orleanz, hag a nevoa ben neuze endro da nao bla war-n’ugent.


————


PEVARED PENNAD


Zant Ervoan, Avocad en Landreger.


N’ouzer ket dre-just-ped vla eo bet Zant Ervoan avokad en Landreger, med chetu aman darn deuz ar procejo a neuz bet difennet ha goneet. Ha neuze, delhet jonj mad a gement-man ; Zant Ervoan na oa ket eun avokad vel ar re-all, aliez en em offre vit difen kaoz ar bevien, an emzivaded, an intanvezet, hep ma vije goulet ganthan ober, ha na gemere netra digant-he vit se ; abalamour da ze a oa hanvet avokat ar bevien hag an intanvezet.

Bean oa eun denjentil paour, hanvet Richard ar Roux deuz Tredrez, hag a nevoa eur prosez

1*