c’hortoz anean ; rein d’ean ar zac’h raktal. Ha me zur, vit ma maleur, da rein ar zac’h da henez. Eur pennad goude ec’h eo deut egile da c’houlen diganen petra oa deut ar zac’h da vean, ha me hag o laret d’ean penoz na oa ken aman, a moa roet anean d’he gamarad, ha breman neuz laret a raje prosez d’in abalamour da ze ; n’eo ket hep mar ma c’hon nehet, n’ouzon petra d’ober ouz ze. » « Lest kement-se entre ma daouarn, eme Ervoan, me denno anoc’h diouz ar pleg-ze ; na glejec’h ket bean roet ar zac’h, med pe n’eo gret an dra, n’ellet ket hen dizober. »
De n’aoudianz Ervoan a ia dirag ar barner vit difen kaoz an intanvez. « Otro, eme-han, kad a neuz an intanvez ar zac’h a oa et gant ar marc’hadour, agant-se na deuz nemet mont ho daou da gerhat anean hag a vo roet d’he, vel ma devoa laret. » — Pa glevaz ar marc’hadour a oa enon ar c’helo-ze, na ouie petra da respont, na oa ket en zell da glevet kement-se ; laret a rez digas ar zac’h enon ’ta, mar oa gwir ze, med Ervoan a laraz d’ean na welje ar zac’h nemet pa vije he gamarad gant-han war al lec’h, ar barner a laraz vel Ervoan ; o klevet se ar marc’hadour a stagaz da grenan hag a iez liou ar maro en he gerc’hen. Pa welaz-ze, ar barner a deuaz d’ean eun tam disfi deuz ar c’hanfard-ze, hag a rez lakat anean er prizon. Neuze ec’h anzavaz penoz he gamarad hag hen a oa daou laer, hag a devoaint hessaet tapout an intanvez-ze ; penoz na oa barz ar zac’h nemet koz tacho, ha penoz evit tapout arhant eo a lareint a oa a zac’hat tacho-ze eur zac’hat arhant. Pa oa gouveet se a oe klasket ar marc’hadour all,