Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


Ervoan Trowael a neuz bevet en kompagnonez Zant Ervoan en Orleanz, ar wej kentan daou vla, hag an eil gwej endro da daou vla hanter, hag a wele anean aliez, pe n’eo gwir a oaint o chom kichen-a-kichen, hag a lar memez tra vel Gwillaou Perez.

Evelse an den iaouank-se a veve vel eun El, evit-han da vean pell deuz lagad he dud ; biskoaz na neuz ankoat kentelio fur he vam, hag a hent-all, nerz ha kalon a gave er beden, er zakramancho hag el leverio mad. — Perag breman ken aliez a den iaouank a goll ho fe hag ho furnez er c’herio hag er skolio ? Ankoat a reont abred kentelio ho mam, ho deverio kristen, hag ouspen, heuila reont kamarado fall. Karet a rafemp gwelet an dud iaouank-ze, o kemer skouer war Zant Ervoan.

Diouz Orleanz, Ervoan a helle mont awejo da Dours ; ha d’ar ger-ze a deue meur a vreton evit ho frosejo ; enon, pa gave unan benag deuz he anoudegez, a helle kad kelo deuz ar ger, hag ive kas kelo d’he dud da Gervarzin ; hag en tuont da ze, enon helle gwelet c’hoaz penoz en em gemere an avokaded vit difen ho frosejo. Eun devez eta a gavaz an intanvez lec’h a diskenne nehet braz. Hag Ervoan da c’houlen diganthi perag a oa ken nehet. « Jonjet eta, emehi, a oa bet aman dec’h daou varc’hadour o lojan, hag ho devoa roet d’in da glenkan eur zac’h ler, hag a oa, herve lereint, kals arhant ebarz. Laret ho devoa d’in diwal da rein ar zac’h da hini anhe ken a vijeint ho daou aman : ha chetu ar beure-man unan anhe zo deut da laret d’in a oaint o vont arok, hag a oa he gamarad barz ar ru o