Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

Heloury hag Azo a nevoa hast da welet ho mab, vad a rae d’he klevet komz dionthan, ha hir a gaveint an amzer aboe ma oa evelse pell diouz ar ger. Med Ervoan a nevoa c’hoant da diski kals, ha na jonje ket retorn d’ar ger ken a vije achu he studi, ken a vije ken disket hag he vestro. C’hoant a nevoa dreist-oll da vean disket war al lezenno, vit gallout difen kaoz ar bevien hag an dud distera vije d’ar c’houls-ze gwasket re aliez gant ar re binvik dirag ar barnerien ; rag, herve lerer, bean oa barnerien neuze hag a lake, vit arhant, ar gaou en tu a glee bean ar wirione.

Ervoan Gervarzin, en jonj da implian erfad diweatoc’h an treo a nije disket, a grogaz a greiz-kalon en pen al labour neve-ze. Eur beden a rae dalc’hmad n’eur grigi n’he labour, da c’houlen sklerijen digant an Otro Doue. Neuze eo a deuaz da vean muoc’h garv en he genver he unan. Herve lavar Gwillaou Perez, na debre kamed tam kig ebet, na eve nemet dour, ha bep gwener a iune ; « daou vla, eme-han, a meuz bevet er memez ti ganthan, hag a ouzon aoalc’h penoz a veve er stum-ze. He blijadur a oa mont d’an oferen, da glevet ar zarmonio, ha bemde a lare he-unan ofis ar breurial pe ofis ar Werc’hez, ha ze deuz ar beure, beure-mat, arog ober netra all ebet. Biskoaz, eme-han c’hoaz, na meuz gwelet anean en chikan gant den, nag o kemer lod er c’hoario vije trouz en-he ; biskoaz na meuz klevet anean o touet Doue, nag o kemer zant ebet da dest, nag o laret hepken eur gir eneb ar burete pe an honestiz, na ken neubet oc’h ober netra a gement a haljet laret a vije eun drouk. »