Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

hed he vue, bevet a neuz pelloc’h vit Ervoan, ha d’an noad a bevar-ugent vla a roaz testeni dirag an Iskibien penoz Ervoan a oa bet dalc’hmad eun den fur ha zantel meurbet.

Goude-ze ec’h eint ho daou, Ervoan hag he genderv, da skol gant person Pleuvian, eun all a vije gant-he c’hoaz, Ervoan Suet deuz ar Roc’h. Pa oaint bet eun neubet blaio evel-se er skol en Pleuvian, a renkjont jonjal mont pelloc’h vit achui ho studi. Ervoan a nevoa disket kals enpad ar blaio-ze, hag a jonjaz he dud kas anean da Baris, Ian a Gerhoz a glee mont di ive, rag d’ar c’houls-ze na oa neblec’h skolio ken brudet vel re Baris.

Ret a oa eta n’em guitat, marteze na n’em weljeint ken ahan d’eur pennad mad, rag diez a oa mont da Baris, ha ken a vije achu ar studi na retornet ket d’ar ger. — Na meuz ket ezom da laret d’ac’h penoz a ouele Azo o sonjal a oa o vont da gimiadi ouz he mab, marteze vit biken, med a dra-zur vit hir vlaio. Ha neuze, iaouank a oa c’hoaz Ervoan, na nevoa nemet parzek vla, hag a halje kad ezom c’hoaz aliez deuz kelennadurez he vam ; trist a oa he c’halon o kuitat he mab, renkout a rae lezel anean da vont, kazi he unan-pen, d’eur ger lec’h a nije gallet koll bue ar c’horf ha bue an ine, med bepred a lezaz anean da vont, rag bean devoa eur fe vraz en Doue, hag ouspen eur fianz vraz en Ian a Gerhoz, mignon he mab.

D’an amzer-ze a oa ret mont da Baris war varc’h, Heloury a bedaz eta unan benag deuz he vignonet da dont gant-han da gas he vab da Baris ; ha vel ma oa ret bean armet mad gant