Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

diskleriet zant er bla ma oa ganet Zant Ervoan, hag a oa bet gouelio kaer barz en Zant-Briek d’an amzer-ze, bet a oa enon kals Iskibien ha Kardinalet, bet a oa ive enon kals a belerined, hag a oa et a-bell ar vrud diouz miraklo zant Gwillerm. Heloury hag Azo, hep mar, ho devoa klevet komz deuz ar gouelio hag ar miraklo-ze, hag a jonjeint a vijeint evuruz mar vije ho mab eur zant evelse, ar jonj-ze a rae da Azo laret ken aliez d’he mab Ervoanik : « Ma mab, c’hoant a meuz a vez eur zant. »

Gant he vam, Zant Ervoan a diskaz ezet he bedenno, hi hec’h-unan a diskaz d’ean ar c’hatekiz, ha pell arog he bask kentan a gomze d’ean deuz an de kaer-ze. Dont a rez an de evithan d’ober he bask kentan, hag an de-se, piou alfe laret pegen evuruz en em gavaz Ervoan, pa resevaz vit ar wej kentan he Zalver ; ia, an de-se he beden a zavaz c’hoaz muoc’h kalonek entresek an Otro Doue, prest goude a oe konfirmet gant Eskob Landreger Alan a Lezardrenv.

Neuze eo a jonjaz he vam kemer eur mestr all d’ober skol d’he mab. Bean oa en Pleuvian eun den iaouank fur, eun neubet blaio kossoc’h vit Ervoan, he hano Ian a Gerhoz, henez a oa bet er skol gant person Pleuvian, Ervoan Trégoezel, hag a oa disket war ar gallek hag al latin ; an den iaouank-se eo a choazaz Heloury d’ober skol d’he vab, tud a anoudegez a oaint, hag en-tuont da ze, kerent a oaint ; ha dre-ze a ouie penoz gant henez na nije Ervoan nemet kentelio mad. Ian a Gerhoz a reaz skol d’he gamarad bian deuz he wellan, ha kement a gare anean ken a heuillaz anean dalc’hmad, en Pariz, hag en Orleanz ; ha kazi