Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

aon rag al laeron, a lakejont ho dillad houarn, hag a gemerjont ho armo. Ervoan a laraz kenavo d’he gerent ha d’he amezeien, ha da iliz zant Tual, hag a iez en hent gant he dad hag he vignonet ; hag he vam a laraz d’ean c’hoaz he c’homz diwean : « Ma mab, bet jonj da vean fur ha da vevan deuz bean eur zant. » Ervoan a respontaz, an daero n’he daoulagad : « Ia, ma mam, jonj a mo. » Trist a oa an amezeien hag ar bevien diwardro o welet ar potrik-ze a blije d’he kement o vont ken iaouank ken pell diouz he vro hag he dud ; hag ouspen unan war an hent a laraz d’he : Kenavo ha beaj vad.


————


EIL PENNAD


Zant Ervoan o studian en Paris.


Arriout a rejont en Paris an deio kentan a viz here er bla 1267. Med eun dra oa neuze d’ober : klask eun ti da lojan ar vretoned iaouank-ze. Na oa ket ze eun dra ezet, rag kals a skolerien a oa enon diouz kement korn a zo en Franz, ha diouz ar broio-all ; hag en gwirione, bean oa enon mestro d’ar c’houls-ze hag a oa brudet dre-oll, hag en Franz hag ermez a Franz, entouez ar re-ze a oa Alber ar Grand, zant Bonavantur ha zant Thomaz Akin ; hag entouez ar skolerien a oa ive kals a dud disket, hag a zo bet brudet kaer goude-ze.