Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

anean ganthi da iliz Zant Tual ha da iliz an Itron Varia Koatkolvezou, hag enon westlaz anean d’ar Werc’hez. Ar statu-ze a bede mam Zant Ervoan dirak-hi a zo c’hoaz hirie barz iliz ar Vinihy ; ar Werc’hez a zo al loar dindan he zreid, he Mab war he brec’h, ganthan eun evnik bian, hag hen krog en he diweskel.

Zevel a rae eta Ervoanik Kervarzin, ha bep ma kreske a greske ive he skiant hag he furnez. Plijout a rae d’ean he gamarado bian diwardro, hag int ive a blije Ervoan d’he, hag aliez en em weleint hag a c’hoarieint asamblez ; rag, d’an amzer-ze vel breman, ar gerent hag an amezeien en em wele aliez an eil en ti egile, med vel ma oa hencho fall a renkeint mont war varc’h, tad, mam ha bugale, ha neuze vije redet dre an hencho hag ar gwenojeno da vont an eil da welet egile.

Adaleg neuze Ervoan a vije er pen kentan o kelen he gamarado pa vijeint ganthan o c’hoari, hag ouspen eur wej a neuz bet gret an Otro Doue burzudo evithan. Kasset a vije gant he dad da evesat ar parko hag al loened, hag eun devez a oa laret d’ean harz ar goulmet da disken war al logel-vraz a oa neve laket ed ebarz. Dont a rez en keit-se eun neubet kamarado da welet Ervoan, hag a oa ret c’hoari en tamik ; vit galloud chom en peuc’h eta da c’hoari, d’ober ho fedenno, ho frosision, ha marteze zoken da ganan an oferen vel ma vije kanet en iliz zant Tual, Ervoan a rez d’he gamarado zikour anean da lakat koz reillo hag eur goz rod-kar en toul ar park da harz ar goulmet da vond d’an ed. Ar goulmet a oa o sellet anhe ha na oaint ket spontet