Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

na oa ket, med mar oa ar mab henan, vel a lerer, a glee bean den a vrezel vel he dad, hag a oa joa vraz zur en Kervarzin. He vam hepken na jonje ket a vije den a vrezel, hag adaleg neuze barz n’he c’halon a westlaz anean d’ar Werc’hez ; rag, herve laraz diweatoc’h da Ian a Gerhoz, an Otro Doue nevoa revelet d’ei dre eun hunvre, penoz ar bugel a douge a vije eun de eur zant braz. Dre-ze ar vam gristen-ze a zavaz he bugel en doujanz hag en karante Doue, diski reaz d’ean abred juntan he daouarn da bidi Doue, ar c’homjo kentan a diskaz d’ean a oa hano Jezuz ha Mari, ha zin ar groaz. Pa vije o vale dre barko Kervarzin gant he bugel, a diskoee d’ean aliez an noab, hag a lare d’ean : « Zell, Ervoanik, zell du-ze krouec’h, du-ont man ar baradoz, du-ont a man an Otro Doue, an ele hag ar zent, zell pegen kaer eo an noab, kaeroc’h eo c’hoaz an env, med na na di nemet ar zent, agant-se, ma fotr bian, a vo ret d’id bean eur zant. » Hag ar bugel a responte d’he vam : « Oh ia ! Mam, enon eo brao bean, oh ia ! me vo ive eur zant. »

Pemp a vugale nevoa Heloury, daou vab ha ter merc’h ; Katel oa tri bla kossoc’h vit Ervoan, hag a dimeaz da Ervoan an Alan, deuz Hengoat, an diou all na ouzer nag ho noad nag ho hano ; unan anhe a dimeaz da Riwallan Trakin, deuz Landreger, hag eben d’Ervoan Gonan. Ar mab all n’ouzer ket da biou a oa dimet na petore hano a nevoa. Kement eo bet zavet Ervoan dreist he vreur hag he c’hoarezet dre he vue zantel, ken eo bet ankoat ar re-man vit derhel jonj hepken dionthan.

Pell arog ma gerze he bugel, Azo a gasse