Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

deuz-ze ; med ar vugale a hellaz kuitat ar park eur pennadik, na diskennaz hini bet diouthe war an ed : eun El a oa o c’hevesat ar park keit a oa ar vugale o c’hoari. Burzudo evelse a zo bet arriet ouspen eur wej gant Ervoan endro da Gervarzin hag er paroujo wardro ; darn anhe zo ankouat ha darn all a delc’her jonj c’hoaz dionthe.

Mont a rae awejo gant he dad d’ar pardonio, hag eun devez a oaint o vont da bardon Kerfot, lec’h ma oa enoret ar Werc’hez hag ar Mabik Jezuz a oa deut gant eun Otro ahane deuz an douar zantel. N’eur dremen ec’h ejont da welet Abaty Pempoul a oa bet zavet eun neubet blaio arog gant an Otro Alan, kont a Wælo. Digemeret mad a oeint gant ar venec’h a oa enon, hag Ervoan a zellaz kaer ouz ho gwiskamant. Goude bean gwelet ar gouent ec’h ejont adare gant ho hent entresek Kerfot, hag enon a bedjont dirag ar Werc’hez. Goude-ze Ervoan a gavaz enon kamarado da redek ha da c’hoari a dreuz parko endro d’an iliz, tol a rejont ho boto-koat en pen eur park benag, rag neuze na vije boto ler nemet gant an dud vraz, hag hi neuze da redek ha da c’hoari diarc’hen. Pad ma oaint o redek evelse a digoueaz d’ean troc’han he droad gant eur skod raden : « Aou ’ta, emean, me garfe na deufe ken a raden barz ar park-man ; » hag aboe a lerer penoz na neuz ket bet a raden barz ar park-ze.

Eun devez-all, n’on ket war digare petra, marteze vit eur gir ha na lareint ket anean ho daou memez tra, eur goëloard en em lakaz da wapat Ervoan ; he man, drouk enhan, a laraz d’ar goëloard a garje gwelet anean o kad kernio war he dal, vel ar zaout ; herve lerer, an den-ze