Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

kichen ar chapel a oa eur vered evit ar Vretoned ; eur ru Zant-Ervoan a zo ive en Paris. — En Naonet a oa chapel Zant-Ervoan barz ru ar c’hohu. — Zant-Ervoan a zo ive Patron Gerand, eur barouz kichen Naonet. En kear Angers a nevoa Zant-Ervoan eun oter barz an iliz vraz ; skol gentan Angers a nevoa kemeret ive Zant-Ervoan da batron. — Iliz Chartres ha hini Evreux a enore ive Zant Ervoan. — En Eskopti Noyon a oa kals a baroujo hag a oa Zant Ervoan ho fatron. — Chapel-zantel Dijon a oa ive he statu en-hi. — Skol a lezenno en kear Orleanz a nevoa kemeret Zant Ervoan evit patron. — En Pau, ken kaer gouel a oa gant tud al lezen a oa gouel Zant Ervoan ; ar barnerien hag an avokidi a rae ar prosision gant ho robeno ru, ha daou vuzik braz en ho rok. - Kals a gerio hag a baroujo-all en Franz a enore Zant Ervoan.

Beteg en Beljik a oa enoret ; kear Anvers a nevoa eun tam deuz he relego ; pa oe digemeret ar relego-ze eno, a oe gret eur prosision ken kaer vel ma zo bet biskoaz. An dud a lezen, er ger-ze, he gemeraz vit ho fatron, ha pa vije audianz da vean, ec’h eint arog da glevet an oferen ha da bokat da relego ar zant, da c’houlen ar c’hras da varn erfad ar prosejo. — Er ger a Gand a oa zavet breuriez an dud a lezen en enor da Zant Ervoan. — Kear Louvain a nevoa kemeret Zant Ervoan da batron vit he zier-skol, ha dreist oll vit skol al lezenno. — En Malines a oe digemeret ive relego Zant Ervoan gant eur fe vraz, eiz de a badas ar gouelio oa gret vit enori he relego, er bla 1670.