Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —



C’HOEZEKVET PENNAD


Penoz eo anveet Zant Ervoan, hag enoret el lec’h-all ouspen en Breiz-Izel.


Mar peuz c’hoant da c’hout penoz eo et ar vrud diouz Zant Ervoan a bell bro, ha penoz a beder hag a enorer anean ouspen en Breiz-Izel, na peuz nemet len ar pez zo aman warlerc’h ; ber-ha-ber a gontin ze d’ach.

Barz en Raon, lec’h ma oa bet Zant Ervoan eun neubet blaio, a oe zavet eur chapel en he enor, ar vered a oa kichen ar chapel-ze, an hospital hag an tribunal a douge ive he hano. — Hospital Montroulez a doug hano Zant Eflam ha hini Zant Ervoan. En Lannuon a oa ive Hospital Zant-Ervoan. — Zant-Pol-Leon a neuz ive he Hospital Zant-Ervoan, ha chapel an hospital a zo en-hi frenesho hag a man war-n-he Zant Ervoan o rei an aluzen. Gwengamp a nevoa ive chapel ha ru Zant-Ervoan, ar ru a doug bepred he hano, med neuz ken chapel ebet. — En Brest a zo c’hoaz eur ru Zant-Ervoan. — En iliz Monkontour a zo eur prenest hag a man bue Zant Ervoan war-n-han en c’hoec’h tolen. En Paris, Breuriez ar Vretoned a oa roet d’ei hano Zant-Ervoan ; ar vreuriez ze a oe zavet er bla 1348 gant Eskob Paris hanvet Foulques ; zavet a oe ive eno eur chapel en he enor, ar chapel ze a oa barz ru Zant-Jakez, hag en