Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

— Dre-oll tud ar justiz ha tud al lezenno a gemeraz Zant Ervoan vit ho skouer hag ho fatron.

En Rom, an dukez Annan a zavaz vit ar Vretoned eur vreuriez hanvet Breuriez Zant-Ervoan ; bean zo eno c’hoaz eur iliz hanvet iliz Zant-Ervoan-ar-Vretoned, hag ust d’an or a lenner ar c’homjo-man : Er bla 1568 ec’h eo bet hadzavet gant ar Vretoned an iliz-man zavet a bell-zo en enor da Zant Ervoan Landreger, avokat ar bevien hag an intanvezet ; bep bla a vije gret eno gouel Zant Ervoan. Breuriez an dud a lezen en Rom a doug bepred hano Zant Ervoan. Kichen iliz Zant-Ervoan a oa ive eun hospital evit ar Vretoned. — En Napl chapel an hospital a oa zavet ive en enor da Zant Ervoan. — En Bro-zoz a zo eur beg-douar barz ar mor hag a zo hanvet beg-douar Zant-Ervoan, hag en kichen a zo eur gear hag a doug ive he hano. — En kals a gerio all ha n’int ket anveet gan-imp a oa enoret Zant Ervoan ; agant-se, vel ma welet, na man ket ar Vretoned ho-unan o kad devosion d’ar zant braz-ze, pidi rer anean kenkouls a bell-bro vel en Breiz-Izel. Eun enor eo eta d’hon bro-ni Bretoned kad eur zant ken brudet ha ken enoret dre-oll.

Chetu aze, Bretoned, ma c’henvroiz, bue hag histoar Zant Ervoan hag enpad he vue ha goude he varo ; hirie an de e man er baradoz, pemp kant dek vla ha pevar-ugent so, o pidi evidomp. Goud ouzoc’h pegen mad, pegen karantezuz a oa en kenver he genvroiz enpad he vue ; ahan ta, he garante, kredet hardi, na deuz gret nemet kriski en kichen an Otro Doue ; ha dre-ze he