Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

dregeriz a hessaaz hars an distruj-ze, med na oeint ket chilaouet, ar zoudardet a c’houdrouzaz lac’han ar re deuaz vit hars anhe. An Otro Doue na c’houitaz ket war an dud fall-ze, mervel a rejont evel keillen gant ar vosen, renket a oe kas anhe er maez a gear ; barz ar park a hanver bepred « park-an-henan. » — Relego Zant Ervoan a oa bet gallet klenkan anhe en unan a gavio an iliz vraz, ha pa deuaz ar peuc’h, er bla 1801, a oeint tennet ahane gant vikel vraz Landreger an Otro Saint-Priest. Pen ar zant en he bez hag en stad vad a zo hirie en eur voest koever goloet gant aour, roet gant an otro Kelen, arc’heskob Paris, hag en he vew perc’hen Kervarzin.

Bep bla, an naontek a viz Mae a ve douget gant ar veleien pen Zant Ervoan da Chapel Kervarzin (hirie iliz ar Vinihy). Evelse e teu ar zant da zevel deuz e ve evit dont c’hoaz da welet al lec’h-ze a gare kement, lec’h ma oa ganet ha marvet, lec’h ma nevoa zikouret kement a dud en pad he vue, lec’h ma nevoa zavet eur chapel, ha laret en-hi he oferen diwean ; ha n’eur vont d’ar ger, ar prosision a dremen a dal da antre maner Kervarzin. Ar belerined a ia da Landreger da welet be ar zant, med na ve ket achu ho felerinaj ken a veint bet, o laret ho fedennik barz chapel Kervarzin da c’houlen enon ho mennad digant Zant Ervoan ha da rein d’ean ho frof. N’eo ket aoalc’h de ar pardon, bemde enpad miz mae a deu eleiz a belerined da bidi en chapel Kervarzin.

Labourerien Breiz-Izel a zo chomet bepred vel a viskoaz devot da Zant Ervoan ; gwelet a