Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

zant, ha dalc’hmad a douge anei ; keit a oa prizonier en Bro-zoz a nevoa, herve lerer, skrivet bue Zant Ervoan ; med al labour-ze a zo kollet pelzo. Goude ma oe lac’het Charles de Blois en Alre, kichen zantez Anna-Wened, a deuaz mab-bian Ian Montfort da roue war he lerc’h ; ar roue neve-man, hanvet Ian V, a oa ive devot da Zant Ervoan. En eur brezel a oa oc’h ober eneb bugale vian Charles de Blois, a oe tapet ha tolet er prizon. Enon a bedaz an Avokat zantel, hag a laraz penoz mar deuje a-ben da dont ahane, a roje d’ar zant he bouezanz a aour. Pa oa deut ermez ar prizon a reaz zevel eur chapel en iliz Landreger, kichen be Zant Ervoan, an hini zo hanvet hirie c’hoaz « Chapel an Duk ». Relego Ian V a zo bet interret ive barz ar chapel-ze.

Ar roue-ze a roaz eta he bouezanz aour, hag a oa ze eun dalvoudegez a daou-hant-mil livr pe dost, evit zevel eur be kaer da Zant Ervoan. Dont a reaz artizanet deuz a-bell vit ober ar be-ze gant mein gwen ; ha pa oe achu a roaz ar roue endro da gant-mil livr c’hoaz vit lakat arc’hant hag aour endro d’ean. Al labour-ze a badaz tost da bemp bla (1422-1426) ; biskoaz na oa bet gwelet eur be ken kaer all barz ar vro-man. Ziouaz, gant ar Revolusion a oe distrujet ar be-ze, na vanaz netra diont-han. D’ar bla 1794 a deuaz da Landreger zoudardet Etamp, hag an dud dife-ze a dorraz, a draillaz hag a vruzunaz a dolio c’horz hag a dolio sabren an treo kaer a oa barz an iliz-vraz ; tol a rejont an treo zantel ermez an iliz, hag en plas an oter a lakjont eun doueez faouz, (en gallek. déesse Raison) vit bean adoret vel an Otro Doue. Lan-