Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/100

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —
ze, war he dreid diarc’hen, beteg ar c’hrec’h e man war-n-han Itron Varia Lamball. Goude ec’h eaz da Raon, hag a dougaz adare diarc’hen relego Zant Ervoan d’an iliz vraz ha da abaty zant Jord ha zant Melani, ha tri de dustu a vije gret gant-he ar prosision endro da gear Raon ; hag an dud a lare o welet ar roue o tremen diarc’hen gant kement a devosion, penoz hen ive a vije eur zant vel Zant Ervoan.

An Otro Gwesklen, brezelier braz, a nevoa skrivet war he destamant kas eur pelerin evithan da Zant Ervoan hag eun all da ve Charles de Blois, ha kas d’he ho daou bep a bemp-kant livr goar. Ho daou en gwirione ec’h int daou zant ; kouskoude an iliz na deuz ket laket c’hoaz da-vad Charles de Blois en renk ar zent, med aliez a zo bet laret a vije laket, ha gret a neuz ive miraklo ; he relego a virer anhe barz iliz Grâces-Gwengamp.


————


PEMZEKVET PENNAD


Penoz eo enoret Zant Ervoan en Breiz-izel hag en Landreger.


Chetu Zant Ervoan eta enoret en Breiz gant an oll, bian ha braz. Gwelet ec’h euz penoz Roue Breiz he-unan, Charles de Blois, a nevoa eun devosion vraz d’ean ; gant-han oa et mantel ar