veint o tont, dam war droad, ho baz gant-he n’eun dorn, ho chapelet n’egile ; darn-all en goetur, he dam ed gant pep hini da gas d’ar zant, ha ben an noz, de ar pardon, arc’h koz Zant Ervoan a deu kasi vel dre virakl da vean adare leun a hey. Ha n’eo ket eun dra gaer gwelet labourerien hon bro o tont evelse da gad Zant Ervoan, da c’houlen he venoz war-n-he ha war ho zud, war ho douaro, ho loened hag ho zreo all ! oh ia ! bet zur mad, Bretoned penoz ar zant mad-ze n’all ket ankoat anoc’h pa wel pegement a fianz a peuz en-han ; ha pa vo achu ho pelerinaj, et d’ar ger leun a fe, ar zant na dremeno ket hep rein d’ac’h ho mennad, ha kentan tra po d’ober a vo dont da drugarekat anean, ha da c’houlen digant-han graso neve da vla. — Eun dra zo c’hoaz hag a diskoe penoz a neuz ar Vretoned eur fianz vraz en Zant Ervoan, ha penoz ec’h int devot d’ean ; en kement iliz a zo en Breiz, hag en kear ha war ar maez, a zo eun oter pe eur statu en enor da Zant Ervoan ; chapello a zo bet zavet ive en he enor en meur a barouz, ha c’hoaz a oa muoc’h gwej-all. En kals a diegezo a zo eur bugel benag hag a doug an hano a Ervoan, en memoar deuz ar zant braz-ze. Ar ruio barz ar c’herio a zo bet roet da darn anhe hano Zant Ervoan. Zavet a zo bet ive gant hon zado koz gwerzo en enor d’ar zant braz-ze, hag en fin al lever-man a gavfet eur werz koz c’hoaz hag a neuz jonj tud koz ar vro-man da glevet kanan anei ; barz ar werz-ze e man tout bue Zant Ervoan. Gwejal a vije kanet gwerjo koz evelse en-tal an tan pad ar gouan, goude vije debret
Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/103
Neuz