Pajenn:Guillerm Herrieu - Recueil de Melodies bretonnes.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —



13. ‘N otrou Dambliet a riote
Ouz ar plac’h Mari dre ma danse

14. — Mari at Gardien d’in liviret,
Ho prouz satin guen pegement e koustet ?

15. Pegement e koustet ho habit satin guen ?
Hini ho c’hoar Annet a zo seï melen.

16. — Otrou Dambliet, oh ! exkuset,
Saret oa ho ialc’h lec’h m’e oant paët.

17. — Mari a Gardien d’in liviret :
Er gear-man henoez[1] e lojefet ?

18. — Er gear-man henoez ne lojen ket,
Da di ma zad renken monet.

19. — ’N otrou Dambliet p’hen deuz klevet,
Nag he glenze ’n euz divisket.

20. Mari ar Gardien ’n kodoranse ket,
Hi habit satin guen e deuz tronset.

21. Tronsed hi habit satin guen
Tenn’ dihani[2] eur gontel-lansen,

22. Hag a laz an otrou Dambliet,
Breac’h he bachik bihan e deuz troc’het.

23. Annet’ na ree nemed goela
Na gave den d'he c’honsoli.

24. He c’hoar Mari lare d’eï[3] bepred :
— Tevet, ma c'hoar, na ouelit ket,

25. An enor d’on-ni[4] n’e ket kollet,
Kar me ’zo kapab da viret.

26. N’in a ia breman da di hon tad
Hag a iel neuze da jench dilled.

27. E visko bep a habit a voulouz griz
Ha ma iamp neuze var-zu Pariz,

28. Beteg ar Roue ’zo red monet
Da c’houlen gras pe da ve krouget ;

  1. Henoez pour Henoaz = ce soir.
  2. Dihani pour Dindan-hi.
  3. D’eï pour d’ezhi.
  4. D’on-ni pour deomp-ni.