Cortoz en ereou ma teuio eur mignon
Da zigass dioc’h o bro ar pris eus o ranson.
Da guenderc’hel ar sonch en amser da zonet,
Eus ar gombat criz-ma, ur groas oa bet savet
Var ar lann hanter-hent pa zeer da Bloärmel ;
Mæs re dister e oa ar groas ha re izel :
Brema c’huezeq vloas so, eus savet en e flass,
Gant mein benerez [1] caer, un tour huël ha bras.
Sonch a ve, p’er gueler, eus an tregont Breton
A difennas hor bro a enep ar Sauzon.
————
Pedomp DOUE an Tad hac e Vap, hor Salver,
Pa zeui da fin ar bed, evit beza barner,
Ma sello a druëz oc’h eneöu ar re
A gollas o vuez ebars ar brezell-ze.