Pajenn:Goesbriand - Gwerz Emgann an Tregont, 1837.djvu/26

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


» Oh ! ma ve dindannon ur marc’h dioc’h va divis !
» (’Me Guillou Montalban) ur marc’h cre ha disquis ! »
O lavaret ar goms, evel pa ve yostet,
Er mæz eus ar c’hemesq e bet en em dennet.
Beaumaner, gant despit, deza a rebechas :
« Petra res-te, Guillou ? Hor lezel var ar plaç
» Ha re grogad gueneomp !… Poeltron !… Te ha ta dud,
» Evit an torfet-ma a gounezo goall-vrud ! »
« Labourit, Beaumaner, m’ho ped, eme Guillou :
» Brema souden, Autrou, e cleffot va c’helou !… »
Eur marc’h en d’oa guelet er mæz eus an dachenn,
Sterniet e c’his ma faut (fors piou ar perc’henn) : [1]
Var e guein e lammet Montalban, ha, dioc’h-tu,
En d’eus breudet e flancq [2] qen a strinq ar goad ru ;
Crog derveq en e lanç, en eur stouët e benn,
A benn-err [3] var ar Saux e coez evel un tenn.
Seiz en deus discaret gant an heurtad qenta ;
O tont en dro, tri-all so bet ruillet ganta.
Echu brema d’ar Saux ! Brema e renqont coll ;
Du-ma, du-hont e maint a stoq-corf casi oll.
Bretonet, grit ho choas brema var ar Sauzon :
Lazit-o, rançonit pe cassit d’ar prison
Qement a so chommet e buez aneze !

Evel-se achuas ar gombat terrup-se.
Ar re dioc’h ar Sauzon n’allint qet goaranti
Arc’hant o liberte, a ranqo anduri,

  1. Forz piou ar perhenn. n’importe qui en est le propriétaire.
  2. Broudet, de brouda, aiguillonner, piquer, larder.
  3. A benn-err. Avec élan, avec impetuosité.