Pajenn:Goesbriand - Gwerz Emgann an Tregont, 1837.djvu/25

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


Mæs Polard ar Breton a so ive lazet,
Sioas ! ha Beaumaner a so goall pistiguet ; [1]
Hac he n’en devoa qet debret epad an deiz,
Rac ma zoa ar bevar sadorn eus ar c’horaiz.
Eêt e squiz gant ar yun, gant e gouli mantret,
En deus goulennet dour da derri e sec’het.
« Ef ta goad, Beaumaner, e me Jeffrey Ar C’hoat,
» Ne po qen a sec’het !… » Jeffrey, gant eur goms vat,
En deus rentet e nerz da Robert Beaumaner ;
Assambles gant e nerz, e cresqet e gounner.

Na-mui-na-maez, ar Saux a zalc’he bodet stanq [2]
Hac a scoë derveq : [3] ar re-all var ar franq
A finve en dro d’e, eb allout boulc’ha tam
Nac antren en o mesq. Caverley, yaouanq flamm,
Mempret evel Samson, ha Belifortz, nerzus
Dreist an oll Saux, a vann [4] o c’hlaoiou [5] arnezus. [6]
Hennes gant e vouhal, eguile gant e vaill,
A vroust, a greo, a faout, a vruzun hac a draill
Qement a dosta re. Reuz d’hon tud-ni, sioas !
Beaumaner e-hunan a sant un hencrez [7] vras.
Jeffrey Ar C’hoat, disquiz hac ampar, [8] er c’honfort :
« Ne vantrit [9] qet, Robert ; Charruël, Rochefort,
» Guill’ Ar March, Tintenniac hac Ollier Arrel,
» Start a zorn hac a vrec’h, ha Robin Raguenel,
» A so yac’h ha divless, ha cals a re-all c’hoas,
» Tud a leiz da flastra ar Sauzon var ar plaç. »

  1. Pistiguet. Blessé d’un coup de pointe.
  2. Bodet stanq. Serrés comme un essaim d’abeilles.
  3. Derveq vad. Vigoureusement, dur comme chêne.
  4. A vann, de banna, secouer, brandir, lancer.
  5. O c’hlaoiou, pl. de clao. Outil, arme.
  6. Arnezus. adj. composé d’arneu, orage, et de euzus, effroyable, épouvantable, comme qui dirait terrible comme la foudre.
  7. Hencrez. Angoisse, anxiété.
  8. Ampar. Leste, agile.
  9. Ne vantrit qet, de montra, défaillir.