Pajenn:Goesbriand - Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons.djvu/10

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
− 2 −


Ar bed so leun a dud ne dint qet furroc’h tamm ;
Ur bourc’his a savo ur palæs neve-flamm,
Evel ur prinç ; ar prinç, d’e dro,
A fell deza cass ambassadourien,
Evel ur roue, da bell-vro ;
Prinç a garfe douguen ar gurunen ;
Marquis a garfe caout paget ;
An oll a ve o clasq pignat bepret.


********


AR RAZ QÆR HAC AR RAZ DIVAR AR MÆZ.
(Livre I, Fable IX.)


Raz qær a roas ar beden
D’e vreur o chom var ar mæs
Da zebri gantan fritaden
Quilheryet assambles.

Var un tapis soupl ha sqidus
Ar frico oe servichet.
Comprenit na peguen joaüs
Oa ar c’houblat mignonet.

Lein a oa fichet e doare,
Na re sallet na re zouç.
En dra ebatent en dail-ze,
Ur re bennac a ras trous.