Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —



Porched binniget, Ti santel ar Vam
’Deuer da bedi, a-bell, da Wengam,
Ennan ’ve dalc’hmad evel eun ezen
A zav eus golo hag eus ar beden !

En daou du d’ean, a-hed ar voger,
’N daouzek Abostol, kenver-ouz-kenver,
Hag ’us d’an ôter, uhelik e-krec’h,
Itron Wir-Zikour, he Mab war he brec’h !

Salud, o Gwerc’hez ! nan hallomp tremen
Hep lavaret d’ec’h eun tammig peden,
Eus ho tron uhel, war ar beajour,
Skuilhet ho pennoz, Itron Wir Zikour !

Ha breman deomp diabarz ’n iliz,
Toullet he leur-ven gant treid ar Vreiziz.
Gwasat m’eo ledan, ha ma kav an den
Levenez pa lar enni eur beden !

En-kreiz an iliz bep seurt gwareier,
Savet pell a zo, e pep koulz amzer !
E tu hanter-noz, pilhero moan-moan,
A-dal d’ê re-all pounner ha ledan !

A-us e c’haller, ’tre ar vein tremen
Ha kât labouriou ’vel na ve gret ken,
Mein-rouz kizellet ken brao ha ken mat
Ma reont d’ec’h chom batet ’bep kammad !

Pen an iliz ’fad a zo eur burzud ;
Ar re ’doa savet anean ’oa tud !
Gant e volz ledan, e vein-benerez
War ar gwareier na petore pouez !

Harpet ’int ’bep tu, ha c’hoaz e plegont,
Met pempkant vla ’so, ma n’eus ket ’n tu-hont,
Ar vein-ze ’zo bet priennet ken mat
Ma chomont peget ha kompouez dalc’hmat.