— 56 —
Dindan ar c’heur-bras e zo relego,
Relego prinsed pell a zo maro.
E wareier kaer gwechall a zo bet
Gant Charlez a Vleiz krec’h-traou alaouret.
Tro-zro an iliz ’weler war gwer kaer
Bue ar Werc’hez, bue hon Zalver,
Sent ha santezed, ha darvoudou-all
E kerig Gwengamp c’hoarveet gwechall.
Dindan ar gwer-ze en em gav bolzo
Elec’h ez eo bet, goude o maro
Douaret kalz tud a ligne uhel,
Lod ane brudet en hon Breiz-Izel.
Ma ’peus lagad mat, gret tro an iliz ;
Hag e kavfet c’hoaz meur a dra iskiz ;
’Met arôk kwitat, mar plij, daoulinet,
Ha gret eur beden d’ho Mam vinniget.
Kant vlavejo-zo, ar Vretoned koz
O deus goulennet diganti bennoz ;
Evelte, Breiziz, ’n em blijet ive
O tarempredi Ti Mam ho Toue !
|
————
Kantik Itron Varia Wir-Zikour
(Laket en Brezoneg)
————
Ton ar c’hantik gallek : Salut a toi.
Salud d’Ec’h, o Gwerc’hez vinniget
Pa deu warnomp ar goulou-de,
E teuomp d’Ho pedi, Mam garet,
Da ginnig d’Ec’h hon c’harante !
|