Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ILIZ GWENGAMP
————


War eun dosennig a-us d’an Treo,
A dremen sioulik dindan an delio,
Iliz koz Gwengamp ’zo diazeet,
Evel eur c’hastel, war ar roc’h kalet.

A-us d’an draouien ha da dïe ker,
Diwar-dro ’weler o sevel en er
He zourio uhel, dispar-tre o-zri,
En-dro d’ê evned, ’vel ’n dro d’eur c’houldri.

Unan aneze, hanvet an Tour-kreiz,
Lod ’nean savet ’rôk Charlez a Vleiz,
War beder wareg ’zo diazeet,
Gwareier teo-teo, a c’hiz-koz bolzet.

An daou-all, tost-tost an eil d’egile,
Etreze war-dro pemp kammad bale,
Gwechall ’oa henvel ; breman e weler
Tour ledan ha moan, kenver-ouz-kenver.

’Krec’h an Tour ledan eman ar c’hleier,
Er c’hreiz, ar c’hloc’h bras, ar c’haeran ’glewer
War-dro, ha tri-all. An hini bihan,
Koz-koz, da dintal a-vec’h a dihan.

Tour an horolaj ’hanver an tour all,
E vein ’zo debret gant an amzer fall :
En disheol heman eman ar Porched
’Lec’h ’ma teu kement a berc’herined.