Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —



O, levenez ar c’hristen pa dro e zaoulagad
Trezek an Nenv, ’lec’h en eus mignoned a vagad !
Tad, mam, breudeur ha re-all a zelaou e beden ;
Pebez dudi o fedi, pa ve stard ar greden !

Ma ’man ar c’horf er vered, an ine n’eman ket,
Ar maro war an ine n’an eus tam krog ebet,
Henvel ouz eur luc’heden, ’rôk ’ve ar c’horf sklaset,
An ine dirak Doue dustu a ve kaset.

Ma pouez war an ine-ze sam ar pec’hed marvel,
En em gav kerkent stlapet ebarz eur lec’h izel,
Lec’h a hanvomp an ifern, a bado da viken,
Lec’h milliget ’lec’h nan eus nemet poan hag anken.

’Met bean ’zo ineo, ha kalz a ve ane,
A dremen dre eur lec’h-all, eur lec’h pell ac’hane,
Ewit peurbaean o dle, ’n eur dremen dre an tan,
D’ar re-ze, da c’hras Doue, ’c’hellomp berrât ar boan.

D’abarde gouel en Holl-Zent, an Iliz d’imp a lar
Kât sonj eus hon mignoned, diwall da vout digar,
Kât sonj dreist-oll eus ar re hon deus kement karet,
Hag o deus er Purgator poanio meurbet kalet.

Nan eo ket en Breiz-Izel, bro an dud a galon,
E ve ken prim dilezet hag ankouet an Anaon,
E-keit ma troo an heol tro-zro d’hon ilizo,
E welfer ar Vretoned stouet war ar beio.

Krog eo an delio, ’darre da velenât er gwe,
Hag an amzer da yenan, da vean berr an de ;
Tostât a ra ar gouel kaer, gouel bras an ineo,
Ma lavar d’imp an Iliz sonjal ’n hon zud varo.

Kempennet, o Bretoned, beio ho tud varo,
Skuilhet warne, ma karet, mesket gant ho taero,
Dour binniget, mes dreist-oll, n’ankouet ket ar beden,
Ha ’wit hoc’h Anaon, Jezuz ’n ho kalon gret disken.


————