— 102 —
« Ya bean a zo eur vro, elec’h ne diwan ket
« Ar louzaouen disprizet er bed-man anveet,
« He hano ingratiri ; louzaouen an ankouad,
« Ar vro-ze eo an Nenvo, elec’h man ti hon Zad !.. »
Setu perak, en noz-ze , ’n eur vale er vered,
’Neur zellet ouz ar beio, e laris em spered :
« Nag a ine paour a zo dilezet hag ankouet !
« Ewit pedi ewite, ne junt daouarn ebet. »
Hag e-keit ma tremene war eskel an awel,
Mouez ar glas-noz, a zone, du-hont, en tourio pell,
E-keit ha ma hirvoude an awel ’beg ar gwe,
’Wit an Anaon, da Zoue, eur beden me ’gase.
|
————
GOUEL AN HOLL-ZENT HAG AN ANAON
————
Ton : Kloareg Rumengol
Unan eus ar poanio bras ez eo gwelet mervel,
Ha den ’bet, ma ’n eus kalon, nan hall harz d’hen diskwel ;
Seul-vui e ve karante, seul-vui e teu daero
Da ruilhal ’hed an dioujod, pa c’hoarve ar maro.
Piou ’ta deuy da frealzi ar c’halono rannet,
Da skuilh eur veraden joa en ine glac’haret ?
Sur ’walc’h nan eo ket ar bed, ’wit-ze re divalo,
Eur Vam hepken ’hall neuze frealzi kalono !
Ar Vam-ze eo an Iliz, hi ’vir ar re varo,
Ha d’ar re ’van hi ive ’hall stanka an daero,
Rak ar maro na droc’h ket chaden ar garante ;
Ar re varo ’hallomp c’hoaz darempredi gante.
|