Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —



An amzer ’zo tremenet evel eur luc’heden,
C’hoarzin, gouelan, envori… ha neuze ar beden,
Ar beden war an daoulin, arôk mont da gousket
Nozwez-vat, nozwez kristen, ’vel gwechall tremenet

————


En Bered ar Barouz
————


Hed-ha-hed ar wenojen a zo ’tre ar beio,
D’ar c’houlz ma vera an de ha ma koue an delio,
Elec’h ’ve bet douaret mignoned ha re-all,
Na vad a ra d’ar c’hristen tremen ’vit hunvreal !

Er paroujo tro-war-dro, ar glaz noz a zone,
Ha mouez klemmus ar c’hleier ’us d’am fen ’dremene.
An awel ive, sioulik, en beg eun ivinen
A drouze gwech ha gwechall, henvel ouz eur beden.

Ma unan-pen er vered, etouez an holl veio,
Kempennet brao ha warne, du-man, du hont, bleunio,
Kroajo du ha kroajo gwen, mein-be eus ar c’haeran,
En em laris evelhen : « Me ive ’deuy aman !

» Aman pe ’n eur vered-all, eun de me ’diskwizo !
» Ma ne varv ket ma ine, ma c’hort paour a deuio
» Da ’n em distagan dioutan, ha neuze ’vo kaset
» D’an douar santel ive !… Pegoulz ? Nouvean ket !

» Ha dont a raio neuze mignoned ’us dean
» Da bedi ’wit ma ine, da bedi ’n eur ouelan ?
» Siouaz, pa ve marv an den, ’ve buhan ankoueet,
» Koulskoude ’zo mignoned ha nan ankoueont ket !