Eur vam-goz, hi daoubleget, gant he c’har da nean,
Hag he c’hegel-lin dalc’hmad, a deuio d’azean
Damdost d’ar golo-lutik, ma ve ket golo-all,
Ret d’ei kas he c’har en-dro, ’vel vije gret gwechall.
Ha goude eur gir bennak, keloio pe dreo-all,
Tanveet gant ar wersed ar jist, nan eo ket fall,
Erwan, pôtr ar marvailho, a grog da displegan
Eur gontaden a bado eiz de d’an nebeutan !
Gwech ar zelaouerien holl a diroll da c’hoarzin,
C’hoarzin ’reont ’leiz o c’hof : Erwan an eus ijin !
Gwech-all Erwan a lakadour ’barz an daoulagad ;
Ze n’hen harz ket da danva gwech-ha-gwech ar jist mat !
Strakal ’ra ar c’hoad en tan, brao vezo d’ar skrilhed
Kanan ’barz ar fornigel, ’rôk dont war an oaled,
Ewit klask bruzun krampoez, chomet warlerc’h Janned
A gas ken brao he sklisen war ar gleurc’h intanet.
Ar c’har-nean, awecho, ’baouez da vont en dro,
Bep tro ma teu da Erwan komz eus tud koz ar vro,
Eus an Dispac’h-vras, dreist-oll, koulz ma oe dimeet
Ar re goz gante kuset beleien argaset.
Awecho all e komzo eus brezel ar C’hrime ;
Eur martolod diskwiz-mat ’oa Erwan d’ar c’houlz-ze,
’Pez a lar n’eo ket skrivet ebarz kalz a levrio,
Mes gallout a rer kredi an hini ’oa eno.
Hag e-keit ha ma klewer, dre veg ar chiminal,
An awel o c’houistellat, goude o vouboual,
E teu ar c’houlz da baouez, en despet da Yan-Gren,
A dremenje, o selaou, an noswez pen-da-ben !