— 99 —
Koulz kalan-gouanv ’zo garo ewit ar glanvourien,
A weler kasti ha treut evel eur baluc’hen ;
Mouez ar c’hleier, d’ar c’houlz-man, war eskel an avel,
Alies a gas kelo eus marv, en Breiz Izel !
Mes ewit ar Vretoned miret gante o Fe,
Ar maro kri nan eo ket eun disparti a dle
Bruzuni ewit biken ar liam ’stag ane
Ouz an holl dud a garont ; ne varv ket an ine !
Ha setu perak bep bla, dent an diskar amzer
Ar Vretoned en em blij, gant eur galon dener,
O sonjal er re varo, o pedi er vered,
Pa velenna an delio, ’rôk bean diskaret.
|
————
NOZWEJO EVEL GWECHALL ETAL AN TAN
————
Azeet etal an tan, goude ve tapet koan,
Na brao ez eo diskwizan, hag ankouaz ar boan,
’Keit ma c’houiban an awel e krec’h ar chiminal,
Ha ma klewer war ar gouer glao a-builh o trouzal !
Chipot-holen ha skebel, bank-tosel ar gwele,
Bet warne, a rum-da-rum, kerent ha bugale,
A dastum, pe ve koaniet, an tiegez a-bez
Hag awecho eur c’honter, dewejer pe baour kez.
Eur bannac’h jist ’ve tennet, ha laket tal an tan,
Ar wersed a den prestik o zam korn-pri bihan,
Ar merc’hed a glask o stam ha Yan-Gren, prez warnan,
Eus potr ar c’hontadenno, ma c’hall, ’vo an nesan !
|