Mes n’et ket da gredi d’ec’h e ve kaer hepken Breiz
E-pad ar c’houlz ma weler tud diavez, a leiz,
O c’hoari war hon aocho, o redek ’n hon hencho ;
Pa deu an diskar-amzer, o me ’gav brao ma bro.
Ma ’kroz gwech ha-gwech ar mor, ma sailh war ar rec’hel,
Eo dudius hen gwelet hag hen klewet a-bell.
Hag en-kreiz hon douaro, ma velena ar gwe,
Ne zeblantont ket lakat eur gwiskamant newe ?
Eur gwiskamant alaouret, a blij d’hon daoulagad,
A gomz dizeblant ive, da galon pep Breizad ;
Ar Breizad a blij d’ean hunvreal, envori,
Pa velena an delio, p’a kwit ar gwenili !
Neuze e teu da sonj d’imp e tosta ar gouel kaer,
Gouel an Oll-Zent, an Anaon, ma teuer, gant preder,
Da zaoulinan d’ar vered, war be an dud varo,
’Lec’h skuilher dour binniget mesket gant an daero.
Neuze ’n em sonj pep-hini ’n eur vont dindan ar gwe,
E dreid o veskan ’n delio, hed-ha-hed an toufle ;
Berr-berr eo bue pep den ; ’vel an delio ive,
Ni ’vo diskaret, hep mar, gant ar marv didrue !
Delio liou-koar, c’hoaz oc’h stag ouz ar skour, er ween,
Gwintet oc’h uhel meurbet, mes ne vo ket pell ken
An awel ho tistago, ha neuze ho kwelfer
O tarnijal ’vel keun d’ec’h, a-us d’ar parkeier !
Hag o welet hon c’hoajo o koll o gwiskamant,
Meur a galon ’vo karget a doan, a nec’hamant.
Siouaz, ’wit meur a hini an delien diwean
Na vo ket zur-mad koueet ma vo ken er bed-man !