Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN DISKAR-AMZER
————


An heol an eus paouezet da skuilh warnomp tomder ;
Ne bar ken evel en hanv, a-blom, ’barz an oabl skler ;
Diouz ar beure ha d’an noz, breman, eun ezen yen
A ra d’an delio gwenvi, dont da vean melen.

An de ive ’zo berêt, ha kloc’h an anjeluz
A renk son kalz abretoc’h, pan a an heol da guz !
Deut eo koulz an awelach ha koulz ar glaoeier,
Deut eo ar c’houlz ma weler goulou ar parkeier.

Evurus al labourer, hag e dud ’n e gichen,
An eus klozet en e leur boutello plouz ha foen,
An eus ebarz e c’hrignol peadra da vewan,
Paeet e dam gourmikel, pa ve ar c’houlz, gantan ;

Ma ’n eus c’houezet ’pad ar bla, kemeret poan da-vat,
Ewit hadan ha dastum, labourat park ha prat,
Breman an eus an digoll, hag e galon laouen,
E c’hall tanva, gwech-ha-gwech, eur bannac’h jist melen.

E-pad an hanv, e weler, dreist-oll war hon aocho,
Diavezourien a vern, ha distoladenno ;
Distroet ez int d’o c’hlud, ’n eur laret kenavo,
Kenavo da vla da Vreiz, ’gavont eur gaer a vro.